Dictionnaire de psychanalyse
Mise en acte. ◊ Agieren. ◊ acting out. ◊ gweshaat.
Buhezañ er bremañ c’hoantoù hag eriunelloù diemouez en ur zianaout o orin hag o arreadegezh.
Gweshaat (Al. agieren) a vez hogos bepred koublet gant kounaat (Al. erinnern) ha kevenebet int evel an daou zoare da zegas an tremened er bremañ. Freud en doa merzet seurt kevenebadur da-geñver ar gur, ken ma lakae peurliesañ an termen Agieren da genster da Wiederholung (“arreata”) en treuzdoug : ar gouziviad a wesha [agiert] dirazomp koulz lavarout e-lec’h hon stlennañ”. Hogen kavet e vez ar gweshaat er-maez eus ar blegenn elfennadel hag eus an treuzdoug : “Engortoz e tleomp bezañ enta en em rofe an elfennadour d’ar vac’henn-arreata o kemer lec’h al luskenn-gounaat, ha kement-se n’eo ket hepken en e geñverioù personel gant ar mezeg, hogen ivez en holl oberoù ha darempredoù eus e vuhez, da skouer o tebarzh, e-doug ar gur, un ergerc’henn garantez, o sammañ ur gefridi, oc’h engouestlañ en un embregadenn.”
Sl. ACTING OUT ; COMPULSION DE RÉPÉTITION.