Dictionnaire de psychanalyse
Moi. ◊ Ich. ◊ ego. ◊ me.
Ensav diforc’het gant Freud, en e eil arlakadenn eus ar benvegad bred, diouzh ar se hag an dreistme.
Ent lunegorel, emañ ar me en ur c’heñver a amzalc’h ken gant diarc’hoù ar se, ken gant darvennoù an dreistme ha redioù an draelezh. E-se, evitañ da c’hoari roll un hanterour, o plediñ gant lazioù ar person a-bezh, emañ pell a vezañ emren.
Ent dialuskel, ez eo ar me dreist pep tra blein-difenn ar bersonelezh er c’henniñv neurozel ; en e gerz ez eus ur steudad wikefreoù-difenn, ar re-mañ o vezañ lakaet en arc’hwel gant merzadur ar c’hantaezadoù divlizus (arhent enkrez).
Ent armerzhel, e c’hoari ar me evel ur gwereder da gevreañ argerzhioù ar bred ; hogen, da-geñver ar gwezhiadennoù-difenn, an embregoù da eren ar gremm luzadel a zeu warno doareoù ’zo eus an argerzh kentael : mac’hennek, arreatadek, antraek e teuont da vezañ.
Arlakadenn ar bredelfennerezh a glask ober meiz war zedarzh ar me e daou were diungenezh a-walc’h : oc’h ober anezhañ pe ur benvegad-azasaat diforc’hekaet diwar ar se e-harz an draelezh, pe an dedaolad diwar argerzhioù-hevelebiñ, ar re-mañ o tisoc’h da furmiñ e-kreiz ar person un ergerc’henn a garantez kevannodet gant ar se.
Mar en daveer da arlakadenn gentañ ar benvegad bred, ar me zo ledanoc’h eget ar reizhiad ragemouez-emouez dre ma’z eo diemouez un darn vat eus e wezhiadurioù-difenn.
Diaesterioù e-leizh a sav gant keal ar me. Setu un nebeut anezho :
— Penaos savlec’hiañ kudenn ar gremm a ve e kerz ar me ; mard eo ar me frouezh diwar wered ar bed diavaez, penaos e c’hallfe tennañ eus hemañ ur gremm gouest da wezhiata e-barzh ur benvegad bred oc’h arc’hwelañ dre dermenadur gant e c’hremm dezhañ ? A-wechoù e ra Freud eus an draelezh ur pevare ensav oc’h emellout e dialusk ar c’henniñv. Hogen, ma n’eus a c’hremm e-barzh ar benvegad bred nemet an hini o tont eus al luzadoù, ne c’haller intent hini ar me nemet evel ur gremm eilvet, deveret diouzh ar se — gant an diskoulm-mañ e voe degaset Freud da c’houlakaat un “direvelaat” eus al libido, pezh nad eo ket bastus a-fet kempoellded an arlakadurezh.
— Freud a intent dedarzh ar me evel treuzlakadur er bred eus keñverioù ar c’horf gant ar bed diavaez : evel ma’z eo ar c’hroc’hen gorre ar c’horf ez eo ar reizhiad merzout-emouezañ “gorre” ar bred. “Ar me zo kent pep tra ur me korfel, ned eo ket hepken ur boud-gorre, bez’ ez eo e-unan bannadur ur gorre” (Das Ich und das Es). “A-benn ar fin ez eo deveret ar me diouzh santadurioù ar c’horf, dreist-holl ar re o sevel eus gorre ar c’horf. Evel-se e c’haller ober anezhañ ar bannadur er bred eus gorre ar c’horf, ouzhpenn an devoud ez ampar gorre ar benvegad bred” (Das Ich und das Es). Hogen diaes eo lakaat a-wel ar wezhiadenn ma c’hoarvezfe drezi hevelep “bannidigezh” eus ar bevedeg er bred.
Bet eo bet an diaester-se e-kreiz preder warlerc’hidi eus Freud ha klasket o deus displegañ en un doare all dedarzh ar me. Pouezet o deus war anadenn an hevelebiñ en amparadur ar me (sl. “BON OBJET” — “MAUVAIS OBJET” ; IDÉAL DU MOI ; IDENTIFICATION ; INTROJECTION ; MOI IDÉAL ; NARCISSISME ; STADE DU MIROIR). Ar me ne ve ket ur benvegad diorreet diwar ar reizhiad merzout-emouezañ, met ur furmadur diabarzh diwanet diwar verzadennoù brientek ’zo o tont, n’eo ket eus ar bed diavaez dre-vras, hogen eus ar bed etredenel.
Kement-mañ a zegas da zamwelout keñverioù nevez etre ar me hag ar se. Ar me, kentoc’h eget un evodadur eus ar se, a ve un ergerc’henn buket outi gant ar se : arlakadenn an narkisegezh hag ul libido durc’haet etrezek ar me no etrezek un ergerc’henn diavaez hervez ur ventel c’hremm strizh, zo bet difennet gant Freud betek en e skridoù diwezhañ. Dont a ra studi ar psikozioù da zervaat seurt doare intent : ar gasoni ouzh ar me a-berzh ar melankoleg, deledadur ar me betek kendeuziñ gant ar me eorizhek a-berzh ar maniak, h.a.