br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Moi idéal.Idealich.ideal ego.me eorizhek.

Furmadur enbredel o deus aozerion ’zo digemmet diouzh eorizh ar me ha termenet evel uhelvennad a hollc’halloud narkisek goveliet diwar batrom an narkisegezh vugel.

“Ar me eorizhek intentet evel uhelvennad narkisek a hollc’halloud n’eo ket direadus da unaniezh ar me gant ar se, hogen ennañ ez eus un hevelebiñ kentael ouzh ur boud all, engwisket dezhañ an hollc’halloud, eleze ar vamm.” Ar me eorizhek a dalvez da skor d’ar pezh a ra Lagache anezhañ an “hevelebiñ ouzh ar gouron”. Anadiñ a ra c’hoazh ar me eorizhek e stumm an estlamm angerzhek ouzh tudennoù meur an istorvezh pe ar vremanelezh, heverk dre o dizalc’hted, o balc’hted, o arwarzh. Bep ma’z a ar gur war-raok, e weler ar me eorizhek o tiskeudiñ, oc’h eskoriñ, evel ur furmadur andireadus da eorizh ar me. Hervez Lagache, furmidigezh ar me eorizhek zo dezhi emplegadurioù sadek-mazoc’hek, da skouer nac’hadur an amgen, keñverek da haeradur an-unan.

Hervez Lacan, ez eo ar me eorizhek kent pep tra ur furmadur narkisek o kaout e orin gant pazenn an drec’h ha perzhiat e gwere an drec’hel.