Dictionnaire de psychanalyse
Moi-plaisir — moi-réalité. ◊ Lust-Ich — Real-Ich. ◊ pleasure-ego — reality-ego. ◊ me-bliz — me-traelezh.
Termenoù arveret gant Freud o taveiñ d’un dedarzh eus darempred ar gouzrec’h ouzh ar bed diavaez hag eus an diraez d’an draelezh. Kevenebet e vez bepred an daou dermen hogen gant kemeradurioù disheñvel-bras hervez al lankadoù eus meiz Freud.
E 1911, e-barzh Formulierungen über die zwei Prinzipien des psychischen Geschehens (Dezgeriadennoù war an div bennaenn eus arc’hwelerezh ar bred), e lak Freud etre an daou dermen an hevelep kemm hag etre pennaenn ar bliz ha pennaenn an draelezh.
E 1915, e-barzh Triebe und Triebschicksale (Luzadoù ha tonkadoù al luzadoù), e ra daou dennad eus an darempred ouzh ar bed : en hini kentañ, “emañ ar gouzrec’h en arun gant pezh a zo blizus, ar bed diavaez gant pezh a zo digas” ; en eil, emañ kevenep ar gouzrec’h hag ar bed diavaez evel m’emañ ar blizus hag an divlizus.
E 1925, e-barzh Die Verneinung (Ar goumezañ), e teskriv tri frantad :
— Ken abred hag an hini kentañ e tiraez ar gouzrec’h ar werc’helezh ergorel ; aze ez adkemer Freud keal “me-traelezh an derou” eztaolet e 1915 endeo. “Er penn-kentañ, bezoud an derc’had a warant revoud an derc’hed.”
— En eil prantad en em gav amparet ar me-bliz en un doare heñvel ouzh an hini dezrevellet e 1915. Skejet emañ ar gouzrec’h koulz hag ar bed diavaez en ul lodenn vlizus hag ul lodenn divlizus. C’hoarvezout a ra un dasparzh nevez hevelep ma’z a ar gouzrec’h en arun gant kement a zo blizus hag ar bed gant kement a zo divlizus, ha se dre c’hougantañ an darn eus ergerc’hennoù diavaez a zo andon a vliz ha dre ervannañ d’an diavaez pezh a ro tro d’an divliz en diabarzh. Adkavout a reer ar “me-bliz glanaet”, ezkantet dioutañ an divlizus en e bezh, meneget endeo e 1915.
— Ar “me-traelezh disoc’hel” a verkfe an trede amzer, ma klask ar gouzrec’h adkavout en diavaez un ergerc’henn drael o klotañ gant an derc’hadenn eus an ergerc’henn vozius bet en derou ha kollet da c’houde : eno emañ ar stign eus amprou an draegezh (sl. ÉPREUVE DE RÉALITÉ).