br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Annulation rétroactive.Ungeschehenmachen.undoing (what has been done).dic’hoarvoudekaat.

Gwikefre ma striv drezi ar bred d’ober na ve ket c’hoarvezet dezevoù, komzoù, jestroù, oberoù tremenet ; war-benn se ez arver un dezevout pe ur realañ dezho ar ster kevenep. Seurt ersav zo un araezad hudel, azonus eus an neuroz mac’hennel.

Modelezhioù liesseurt zo d’an dic’hoarvoudekaat. A-wechoù e vez freuzet (en amboaz an neurozeg) ar real dre ur real kevenep (“paotr e razhed” a lak war an hent en-dro ar maen en doa lamet da gentañ evit na stokfe ket outañ karr e vignonez) ; a-wechoù e vez adc’hraet an hevelep real gant euladoù, emouez pe diemouez, kevenep ; a-wechoù all e vez kontammet an ober-freuzañ gant an ober a glask freuzañ. Splann eo er c’heñver-se ar skouer roet gant Fenichel : un den a rebech dezhañ e-unan bezañ foranet gwenneion o prenañ ur gazetenn ; karout a rafe freuzañ an dispign-se dre gaout an dastal digant ar gwerzher ; ne gred ket goulenn avat, ha soñjal a ra e vo disammet mar pren ur gazetenn all. Met serr eo ar c’hiosk ; neuze e taol d’an douar ar pezh moneiz a zo gwerzh ar gazetenn. Da zeskrivañ seurt kemalennoù, e ra Freud anv a azonoù daoulankadek : da heul un ober o kas da benn ur c’hemennadur e teu diouzhtu unan all o herzel pe o freuzañ an hini kentañ, zoken ma ned a ket da benn.

Studi an dic’hoarvoudekaat a lak a-wel ar c’henniñv bred hervez daou live : evel kenniñv etre luzadoù hag, e dibenn dezrann, e stumm an amluskegezh karantez-kasoni ; evel kenniñv etre al luzadoù hag ar me, hemañ o kevrediñ gant al luzad kevenep d’an hini a glask ar me emziwall dioutañ.

Ret eo diforc’hañ an dic’hoarvoudekaat diouzh an oberoù-freuzañ all : dianzav un diogeladenn, digoll ur gaou, dazbriañ ur c’hondaoned, strishaat emplegadurioù pe heuliadoù un dezev, ur gomz pe un ober ; en holl zegouezhioù-se ez eo hepken sterioù pe heuliadoù a freuzer : didalvoudekaat a reer realoù. En eneb, pezh a glasker dre an dic’hoarvoudekaat eo freuzañ an ober e-unan evel c’hoarvoud, evel pa vije en hon galloud kemmañ n’eo ket hepken an dalvoudegezh er bremañ eus an oberoù tremenet, hogen o c’hoarvoudegezh en tremened end-eeun.