Dictionnaire de psychanalyse
Motion pulsionnelle. ◊ Triebregung. ◊ instinctual impulse. ◊ luzadenn.
Termen arveret gant Freud da aroueziñ al luzad en e arvez gweredel, e kement ma c’hoarvez eus un anadenn vred dibarek.
Trieb (luzad) a verk an argerzh hollek, Triebregung (luzadenn) ar fiñvenn dibarek a zo gweredeladur al luzad. Diouzh ezhomm, e c’haller ober gant luzad-fiñvenn e kemm ouzh luzad-argerzh.
Heñveldra, Wunschregung, Affektregung, o kennotañ an hevelep arvez gweredel, a droer, a-getep, dre c’hoantadenn (fiñvenn c’hoantañ), kantaezadenn (fiñvenn gantaezañ).