Dictionnaire de psychanalyse
Narcissisme. ◊ Narzissmus. ◊ narcissism. ◊ narkisegezh.
Termen krouet gant Näcke e 1899, arveret gant Freud diwar 1910, da aroueziñ ar garantez ouzh ar skeudenn an-unan. An heñvelreviaded “en em gemer o-unan da ergerc’henn revel ; eus an narkisegezh e loc’hont hag e pleustront paotred yaouank heñvel outo evit o c’harout evel m’he deus o mamm o c’haret o-unan”.
Dizoloadur an narkisegezh a zegas Freud da lakaat ez eus ur bazenn en emdroadur ar revelezh etreat d’an enerotegezh hag ar garantez ouzh ergerc’henn. “Ar gouzrec’h en em gemer da gentañ, eñ, e gorf, da ergerc’henn garantez”, pezh a ro an dro d’un unanadur kentañ eus al luzadoù revel.
E 1914, e-barzh Zur Einführung des Narzissmus, e ro Freud d’an narkisegezh he lec’h en arlakadurezh vredelfennadel : skouer ar psikoz (pe neuroz narkisek) a ziskouez e c’hell al libido annodiñ er me en ur ziannodiñ diouzh an ergerc’henn. Dre zaveiñ d’ur meni pennaenn a gevandalc’h ar gremm libidinel, ez arlaka ur ventel etre al “libido annodet er me” hag al “libido annodet en ergerc’henn”, pezh a denn an eil, eben en koll. Ne anad mui an narkisegezh evel ur bazenn-emdreiñ, hogen evel ur chag eus al libido na c’hell annodadur ergerc’hennel ebet peurzistremen. Ar me a ranker sellout evel ur mirlec’h bras a vez al libido kaset dioutañ etrezek an ergerc’hennoù, hag a zo prest bepred da spluiañ al libido o treañ a-ziouzh an ergerc’hennoù.
J. Lacan a lak al lankad kentañ eus furmidigezh ar me a-geñver gant ur vuhezadenn narkisek-diazez anvet gantañ pazenn an drec’h. En diarsell-se, ma emañ termenet ar me dre hevelebiñ ouzh skeudenn-velezour an amgen, ned eo ket an narkisegezh — zoken “kentael” — ur stad ma ve ezvezant pep darempred etregouzrec’hel, bez’ ez eo diabarzhadur un darempred. E gwir, e-barzh Trauer und Melancholie (1916), ne hañval Freud gwelout en narkisegezh netra estreget un “hevelebiñ narkisek” ouzh an ergerc’henn.
Da heul e teuy Freud da enebiñ ur stad narkisek kentañ (anergerc’hennek) ouzh an darempredoù ergerc’hennel — an narkisegezh kentael eo. Ober a ra anv eus un narkisegezh eilvedel : “al libido o strummiñ war-du ar me dre an hevelebadurioù […] a ra an narkisegezh eilvedel”. “Narkisegezh ar me zo un narkisegezh eilvedel, didennet diouzh an ergerc’hennoù.”