Dictionnaire de psychanalyse
Narcissisme primaire, narcissisme secondaire. ◊ primäre Narzissmus, sekundäre Narzissmus. ◊ primary narcissism, secondary narcissism. ◊ narkisegezh kentael, narkisegezh eilvedel.
An narkisegezh kentael a verk ur stad kentrat ma annod ar bugel e libido a-bezh ennañ e-unan. An narkisegezh eilvedel zo disoc’h un eiltroadur ouzh ar me eus al libido, didennet eus he annodadoù ergerc’hennel.
Evit Freud, an narkisegezh eilvedel ne verk ket hepken stadoù pellvanek ’zo eus an argizadur ; ul luniadur padel eus ar gouzrec’h ez eo ivez : a) ent armerzhel, an annodiñ en ergerc’henn ne freuz ket an annodiñ er me, etrezo ez eus ur ventel c’hremm ; b) ent lunegorel, eorizh ar me zo ur furmadur narkisek na vez nepred dilezet.
An narkisegezh kentael zo an hini gentañ en amzer, ar bugel oc’h en em gemerout e-unan da ergerc’henn d’e garantez a-raok debarzh ergerc’hennoù amgen. Seurt stad a glot gant kredenn ar bugel en hollc’halloud e zezevoù. Mar klasker gouzout pegoulz e vez amparet ar stad-se avat, e kaver gant Freud respontoù disheñvel ; e 1910-1915, e lak prantad an narkisegezh kentael da zegouezhout etre hini an aotoerotegezh kezivik ha hini ar garantez ergerc’henn, a-gempred gant unanidigezh kentañ ar me. Diwezhatoc’h, p’edo o savelañ an eil lunegor, e rae d’an narkisegezh kentael, stad kentañ ar vuhez, c’hoarvezout abretoc’h eget amparadur ar me, hag e roe da gentpatrom dezhi ar vuhez enkrozhat, — o paouez neuze a ziforc’hiñ narkisegezh hag aotoerotegezh. Ken ma talc’her hiziv da intent an narkisegezh kentael evel ur stad anergerc’hennek rik, ac’hoel andiforc’hek, hep disrann etre ur gouzrec’h hag ur bed. Div arbennadenn a c’haller ober evelkent da seurt meizadur :
— diaes eo komz a narkisegezh pa vank pezh a ra Narkissos end-eeun, eleze an ergerc’henn ez eo an drec’h, ar skeudenn-velezour ;
— aozourion ’zo a arlaka ez eus gant ar vagadell darempredoù ouzh ergerc’henn, ur “garantez ergerc’henn kentael” (Balint). Evit Melanie Klein, ne c’haller ket komz a “bazenn” narkisek, hogen a “stadoù” narkisek e kement ma tistro al libido etrezek an ergerc’hennoù diabarzhet.