Dictionnaire de psychanalyse
Névrose de destinée. ◊ Schicksalsneurose. ◊ fate neurosis. ◊ neuroz-feudiñ.
Furm hanvoud a zo da zezverk dezhi an distro mareadek eus gwidennadoù bepred heñvel a zarvoudoù, peurliesañ reuzus, a ziskouez ar gouzrec’h gouzañv evel ur feud diavaez tra ma ranker, gouez d’ar bredelfennerezh, klask meiz dezhañ en diemouez ha, resisoc’h, gant ar vac’henn-arreata.
E dibenn pennad III Jenseits des Lustprinzips (1920), e ra Freud anv eus tud “a gredfed ez eus un tonkad warno, un durc’hadur demonek d’o hanvoud” (madoberourion a vezer dianaoudek outo, mignoned bratellet). Dav eo merkañ e komz Freud a Schicksalzwang (mac-henn-feudiñ) ha n’eo ket eus neuroz-feudiñ.
En neuroz-feudiñ, e tistro eus an diavaez d’ar gouzrec’h unan eus e c’hoantoù diemouez, tra ma’z eus en neuroz neuzid un arreata mac’hennek eus ar gwikefreoù-difenn hag ar goulunioù-realañ o wiskañ furm sonnet an tresoù neuzid.
∆ Ober a reomp gant ar pao. feudiñ kentoc’h eget gant ar pa. feud evit kennotañ e vez aozet e feud gant ar gouzrec’h e-unan.