Dictionnaire de psychanalyse
Névrose de transfert. ◊ Übertragungsneurose. ◊ transference neurosis. ◊ neuroz treuzdoug.
A) E-keñver nozografiezh, rumm neurozioù (darfell enkrez, darfell amdreiñ, neuroz mac’hennel) diforc’het gant Freud diouzh an neurozioù narkisek e-barzh stroll ar psikoneurozioù. E kemm ouzh an neurozioù narkisek, e vez enno al libido treuzlec’hiet war ergerc’hennoù trael pe derc’hadel ha n’eo ket didennet davit ar me. Diwar se ez int pleustradusoc’h gant ar bredelfennerezh rak tro a roont da amparañ e-ser ar gur un neuroz treuzdoug er ster B.
B) E stern ar gur-vredelfennañ, neuroz danzeadel o tisoc’hañ diouzh an treuzdoug, amparet diwar-bouez an darempred gant an elfenner ; un eil neuz eo d’an neuroz klinikel ; an arveizañ anezhañ a gas da lakaat war wel an neuroz bugelvezh. “Gant ma asantfe ar gouziviad da holl zivizoù ar gur, e teuomp ingal a-benn da reiñ da holl azonoù ar c’hleñved ur ster nevez treuzdougel, da erlec’hiañ ouzh e neuroz boutin un neuroz treuzdougel a c’haller pareañ dre al labour-mezegañ.”