br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Névrose familiale.Familienneurose.family neurosis.neuroz familhel.

Termen arveret gant René Laforgue ha bredelfennerion c’hall evit merkañ an devoud ez a, en ur familh, an neurozioù hiniennel d’en em glokaat, d’en em amplegañ kenetrezo, hag evit lakaat a-wel al levezon gleñvedus a c’hell kaout koublad ar gerent war ar vugale.

Gouez d’e aozerion o-unan, ne c’hell an termen bezañ arveret nemet evel ledanvad, pa n’eus ket un unvez nozologek eus an neuroz familhel. Talvezout a ra dreist-holl da dennañ an evezh war degasadennoù a bouez eus ar bredelfennerezh : ar roll-kreiz, en amparadur ar gouzrec’h, eus an hevelebiñ ouzh ar gerent ; kemplezh Edip evel kraonell an neuroz ; ar pouez a zo, e furmidigezh an Edip, d’an darempred etre ar gerent, h.a.

Diwar geal an neuroz familhel ez eo diwanet an termen “steredeg ar familh”, arveret dreist-holl e psikoterapiezh ar vugale. Degaset e vez ar bredkurer, n’eo ket hepken da glask treuzfurmiñ kelc’hiadur ar bugel, hogen da veizañ e stern an neuroz familhel ar goulenn mezegadur a ra ar gerent evit ar bugel, ha betek da intent hemañ evel “azon” eus neuroz e gerent.

Hervez Laforgue e tinaoufe keal an neuroz familhel diouzh meizadur an dreistme evel displeget gant Freud en arroud-mañ : “Ne vez ket furmet dreistme ar bugel diwar skeudenn ar gerent, hogen diwar skeudenn o dreistme ; leuniet eo gant an hevelep endalc’h, dont a ra da vezañ derc’houezer an henvoaz hag an holl varnoù war an talvoud o trebadout evel-se a rumm da rumm.”

Hogos dilezet e hañval bezañ hiziv an termen a neuroz familhel gant ar bredelfennerezh.