br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Névrose obsessionnelle.Zwangsneurose.obsessional neurosis.neuroz mac’hennel.

Rumm neurozioù hiniennekaet gant Freud, a zo aet d’ober unan eus sternioù pennañ ar c’hlinik bredelfennadel. Er furm rizhek, ez erzerc’h ar c’henniñv bred dre azonoù mac’hennel : derc’hadoù, mennadoù, realoù, kantaezadoù mac’hennek ; stourm ouzh ar fiñvennoù mac’hennek-se, lidoù-argas ; un dezeverezh merket gant an daskiriadur soñjoù, an amzivin, ar skorpuloù, heudadur an dezevout hag an ober (sl. COMPULSION, COMPULSIONNEL).

Freud a lakaas war wel spesadegezh arbennel-ardarzhel an neuroz mac’hennel ken e-keñver ar gwikefreoù (treuzlec’hiañ ar c’hantaezad war derc’hadoù pell pe belloc’h diouzh ar c’henniñv orin, goubarañ, dic’hoarvoudekaat) ; ken e-keñver al luzadurezh (amluskegezh, glenadur ouzh ar bazenn fraezhel, argizañ) ; ken e-keñver al lunegorelezh (darempred sadek-mazoc’hek diabarzhet dindan furm un tennder etre ar me hag un dreistme kriz kenan). Seurt digejadur eus an dialusk danlec’hiet d’an neuroz mac’hennel hag ivez deskrivadur an neuzid fraezhel hag ar furmadurioù erwezhiad en ampar a ro tro da zestagañ ouzh an neuroz mac’hennel taolennoù klinikel ma ned eo ket anat an azonoù d’ar sell kentañ.

Notomp e ra ar galleg gant daou c’her : obsession, degaset er vredoniezh gant Janet e 1903, “derc’had mac’hennek” ha, nevesoc’h, e-tro 1950, compulsion “mac’henn”, degaset evel termen hollek da glotañ gant an Al. Zwang ; Rak, evel ma tiskouezas Freud, an hevelep gwikefre a zisoc’h gant ar realoù mac’hennek (Al. Zwangshandlungen, Gl. actes compulsionnels), an derc’hadoù mac’hennek (Al. Zwangsvorstellungen, Gl. compulsions de la pensée, obsessions), ar c’hantaezadoù mac’hennek (Al. Zwangsaffekte, Gl. affects compulsionnels). Notomp c’hoazh e c’haller ober diouzh an dro gant ar geriennoù mac’henn-derc’hañ (e-kichen derc’had mac’hennek), mac’henn-realañ (e-kichen real mac’hennek), mac’henn-gantaezañ (e-kichen kantaezad mac’hennek).