br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Objet.Objekt.object.ergerc’henn.

An ergerc’henn, kendavead al luzad, eo ar pezh a glask ennañ ha drezañ al luzad diraez e bal, eleze kaout e walc’hadur. Bez’ e c’hell bezañ un den, ergerc’henn hollel, pe un ergerc’henn darnel, un ergerc’henn drael pe un ergerc’henn eriunellel.

Ergerc’henn a reer ivez eus kendavead ar garantez (pe ar gasoni) : emañ neuze an darempred etre an den en e bezh, pe ensav ar me, hag un ergerc’henn buket outi evel hollelezh (un den all, ur voudelezh, un eorizh, h.a.).

Ur gudenn a zo bet pleustret kalz warni eo hini spesadegezh an ergerc’henn. Mar doug al luzad d’un oberiezh spesadek (sunañ, da skouer), ez eo pell an ergerc’henn a vezañ ken spesadek all (ur biz, ur sigaretenn, un died, evit komz eus ergerc’hennoù trael hepken). A-du-rall, ma n’eo ket savelek, raktonket, debarzh an ergerc’henn, ned eo ket dargouezhek kennebeut ; an disoc’h eo eus un dehentadur anheulret, daelerezhek : tresoù deberzhek ’zo eus un ergerc’henn savelet d’un oad, er vugeliezh peurliesañ, o devez levezon war an ergerc’hañ a-c’houdevezh. Mard eo strizh skalfad ar gallusterioù evit a sell ergerc’hennoù al luzadoù-emgemmirout (pal spesadek ar sec’hed eo evañ, an ergerc’henn spesadek eo al liñvennoù dourek), ez eo kalz ledanoc’h evit a sell ergerc’hennoù al luzadoù revel. An arbenn eo e tiorre al luzad revel e gouskor al luzadoù-emgemmirout, ar re-mañ o tigeriñ hent o ergerc’henn d’ar re-se ; ha, dreist-holl, e c’hell al luzadoù revel tremen gant ergerc’hennoù eriunellel, tra ma rank al luzadoù-emgemmirout kaout ergerc’hennoù trael. Da skouer, er bazenn c’henaouel, ergerc’henn al luzad-emgemmirout eo ar boued, hogen ergerc’henn al luzad revel (luzad genaouel) eo ar pezh a vez gougorfet, ken ergerc’hennoù trael, ken ergerc’hennoù eriunellel, an eil re hag ar re all astennet o erdal kalz en tu all d’ar boued.

Dav eo merkañ e talvez ar Gl. objet, ar Sz. object, an Al. Objekt, h.a., kement hag “ergorenn” ivez, eleze kendavead an ergorañ (merzout, anaout, dezevout, dec’hmegañ, h.a.). E-se e tleer diforc’hañ ervat ergerc’hañ “amparañ (evel) ergerc’henn” hag ergorañ “amparañ (evel) ergorenn”.