Dictionnaire de psychanalyse
Objet partiel. ◊ Partialobjekt. ◊ part-object. ◊ ergerc’henn darnel.
Rizh ergerc’hennoù a zo buket outo al luzadoù darnel. Bez’ ez int parzhioù eus ar c’horf, trael pe eriunellel (bronn, kaoc’h, kalc’h), pe o c’hevatalioù argelel. Un den ivez a c’hell bezañ hevelebet ouzh un ergerc’henn darnel.
Ar vredelfennerion eus skol Melanie Klein eo o deus degaset an termen ha roet dezhañ ar pouez en deus hiziv. Koulskoude edo ar c’heal gant Freud endeo, da skouer pa save roll ar c’hevatalderioù etre ergerc’hennoù darnel (bugel = kalc’h = kaoc’h = arc’hant = prof). Melanie Klein a ziskouezas e vez ardaolet ent eriunellel d’an ergerc’henn darnel doareoù a zo re ur person (ergerc’henn heskinus, dizoanius, madelezhus, h.a.).