Dictionnaire de psychanalyse
Paranoïde. ◊ paranoid. ◊ paranoid. ◊ paranoidel.
En istor an nozografiezh ez eo bet enebet paranoia ha skizofreniezh (anvet da gentañ dementia praecox “envedi gentrat”), houmañ o wiskañ teir furm : hebefrenek, katatonek ha paranoidel. Ar furm-mañ evel ma verk he anv : “o tennañ d’ar paranoia”, zo enni, evel er paranoia, un ambren, hogen nebeut reizhiadek, dislenadek, an azonoù pennañ all o vezañ ar vigantaezegezh hag an angwerc’hadegezh. Bezañs an ambren heskinadur er furm-se a skizofreniezh zo en orin an adanv paranoidel roet dezhi. Sl. SCHIZOPHRÉNIE.
Melanie Klein a ra anv a “savlec’h paranoidel”, rak kreizet eo ar savlec’h-se war eriunell an heskinerezh a-berzh an “ergerc’hennoù fall”. Sl. POSITION PARANOÏDE.