Dictionnaire de psychanalyse
Paraphrénie. ◊ Paraphrenie. ◊ paraphrenia. ◊ parafreniezh.
A) Termen kinniget gant Kraepelin da aroueziñ ar psikozioù ambreel henek hep tuzumidigezh eus ar meiz nag emdroadur etrezek an envedi ; heñvel int ouzh ar skizofreniezh dre ar steuñvadurioù ambreek puilh hag amreizhiadek danzeet diwar drezerc’hioù hag imbroudelloù ; deraouiñ a reont peurliesañ goude an oad a dregont vloaz ha ne viront ket ar c’hlañvour a ren ur gedvuhez azas a-hend-all.
B) Termen kinniget gant Freud da aroueziñ pe ar skizofreniezh (parafreniezh ent strizh) pe ar stroll paranoia-skizofreniezh. Dilezet eo hiziv kemeradur Freud e gounid hini Kraepelin.