Dictionnaire de psychanalyse
Parent(s) combiné(s). ◊ vereinigte Eltern, vereinigte Eltern-Imago. ◊ combined parents, combined parent-figure. ◊ kerent angediet, imago ar gerent angediet.
Termen degaset gant Melanie Klein da aroueziñ un arlakadenn revel eus ar vugeliezh eztaolet dre eriunelloù o terc’hennañ ar gerent evel unanet en ur gediadenn revel diziwezh : ar vamm o terc’hel enni kalc’h an tad pe an tad en e bezh ; an tad o terc’hel ennañ bronn ar vamm pe ar vamm en he fezh ; ar gerent kendeuzet dizisrann dre an embaradur. Eriunelloù eo a ve kezivik kenan hag enkreseiat.
Eriunell “maouez he c’halc’h” zo anv anezhi gant Freud ken abred ha 1908. Hogen evitañ ne oa eno nemet un arvez eus arlakadenn revel ar bugel o tianaout diforc’h ar revioù ha spazhadur ar vaouez. Melanie Klein a ro d’an eriunell-se un orin disheñvel-kaer, ouzh he lakaat da zinaouiñ diouzh eriunelloù kentrat meurbet : kentsenenn intret gant ar sadegezh, diabarzhidigezh kalc’h an tad, derc’hennadur korf ar vamm evel degouezhlec’h an ergerc’hennoù “mat” ha “fall”. “Eriunell ur c’halc’h a’n tad endalc’het e-barzh ar vamm a zevoud gant ar bugel un eriunell all, hini « maouez he c’halc’h ». Arlakadenn revel ar vamm gastrek, dezhi ur c’halc’h benev, a sav da enkrezioù kezivikoc’h, daskemmet dre dreuzlec’hiañ, hag enaouet gant an dañjerioù o sevel diwar ar c’halc’hioù gougorfet gant ar vamm ha darempredoù revel ar gerent. Hervez va evezhiadennoù, « maouez he c’halc’h » zo bepred ar vaouez dezhi kalc’h an tad.”