br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Perlaboration.Durcharbeitung, Durcharbeiten.working-through.trec’hwelañ.

Argerzh o reiñ tro d’an elfennerezh da c’hougevaniñ un dieuladenn ha da zistrec’hiñ an harzderioù o sevel outi. Un doare c’hwel bred eo a c’hallfe drezañ ar gouzrec’h darbenn elfennoù arvoustret ’zo hag ezwezhiañ diouzh bac’h ar gwikefreoù-arreata. Bezant eo an trec’hwelañ dizehan er gur hogen dreist-holl da-geñver prantadoù ma hañval ar prederiadur bezañ sac’het ha ma trebad un harzder, hag eñ dieulet.

Diouzh ur savboent kalvezel, e vez aesaet an trec’hwelañ gant desteriadennoù an elfenner, da skouer pa laka a-wel penaos ez adkaver an eulad-mañ-eulad e-barzh kenarroudoù diseurt.

Er pennad Erinnern, Wiederholen, Durcharbeiten (1914), e ro Freud ul lec’h a bouez d’an trec’hwelañ er gur. Diouzh e destenn e tigejer an arvezioù-mañ :

a) Dougen a ra an trec’hwelañ war an harzderioù.

b) C’hoarvezout a ra pa hañval dieuladur un harzder chom diwered goude ma’z eo bet graet : ar prantad chag a vez neuze a ro golo d’ur c’hwel yaek-tre.

c) Reiñ a ra an dro da dremen eus an dinac’h pe an darbenn kefredek d’un anaoudegezh soliet war ar buhezañ eus al luzadoù arvoustret o vagañ an harzder. Er ster-se, dre “sankañ en harzder” eo e kas ar gouzrec’h an trec’hwelañ da bennvat.

An trec’hwelañ zo un arreata c’hoazh, hogen daskemmet eo gant an dieulañ ha dre se e kav ar gouzrec’h un araez da ezwezhiañ diouzh kelc’h ar gwikefreoù-arreata.

Freud a wele en trec’hwelañ ar c’heveleb eus an dianerwezhiañ er prederiadur dindan deoghun (sl. ABRÉACTION ; CATHARTIQUE).