Dictionnaire de psychanalyse
Perversion. ◊ Perversion. ◊ perversion. ◊ troziadezh b.
Gwariadur e-keñver ar gread revel “reol”, hemañ o vezañ termenet evel kediadenn evit diraez an oriadell dre sankañ ar c’halc’h er gouin. Lavarout a reer ez eus troziadezh pa vez diraezet an oriadell dre gediañ gant ergerc’hennoù revel all (estreget etre daou zen kaezourek arallrev : heñvelreviadezh, maboriadezh, miloriadezh), pe diwar-bouez tachadoù korf all (kediadenn dre ar fraezh, da skouer) ; pa ampleg an oriadell doareoù diavaez resis (fetichegezh, treuzwiskadezh, gwelata, diskorata, sadegezh-mazoc’hegezh) ; an doareoù-mañ diwezhañ o spiriñ a-wechoù drezo o-unan da zegas ar bliz revel. Dre-vras, e reer troziadezh eus kement real bredrevel o vont gant seurt hentoù amrizhek da gaout plijadur revel.
Aozerion ’zo a ra un arver ledan eus keal an droziadezh, o komz eus troziadezh ar “skiant divezel” (felladennerezh), ar “bondougoù kedvuhezel” (houlierezh), ar bondougoù-emvagañ (disnaon, gournaon, mezvar). Heñveldra, e vez komzet eus trozoni (Al. Perversität, Gl. perversité) evit doareañ neuzid ha realezh tud o tiskouez krizderi ha drougiezh. Ret eo merkañ ne gomz Freud eus troziadezh nemet e domani ar revelezh. Ar strafuilhoù e domani al luzadoù-emgemmirout, an naon da skouer, zo displeget gantañ evel azlammoù diwar ar revelezh, ul libidinelaat eus an arc’hwel-emvagañ, hemañ o vezañ “troziataet” gant ar revelezh.
Paoted ar realoù troziat ha dreist-holl trebaderezh ar plegoù troziat, danlec’hiet d’an azon neuroz pe gougevan ouzh ar gread revel reol e stumm ar “blijadur-brientiñ”, a zegas d’ar mennoz “ned eo ket an tued d’an droziadezh un dra rouez ha dibarek, hogen ul lod eus ar genezh lavaret reol”. Sklaeriet eo kement-se gant dizoloadur ar revelezh vugel, eleze al luzadoù darnel, diseurted an tachadoù erogen, deskrivet gant Freud evel “tued troziat liesstumm”. Bez’ e ve an droziadezh un argiz betek ur glenadur kent. O vont betek penn, e c’hallfed lavarout ez eo ar revelezh denel troziat en he diazez, e kement ma chom bepred stag ouzh he orin.
Koulskoude, ne baouez ket Freud a ober anv a revelezh reol. Evitañ avat n’emañ ket sol ar reolded er c’henglev kevredadel, — menel a rafe troziat an heñvelreviadezh zoken en ur gevredigezh ma ve boutin ha darbennet. Klask a ra dezverk ar reolded gant frammadur ganadel ar bersonelezh, hemañ oc’h unvaniñ ar revelezh, o c’hougevaniñ an oberiezhoù revel darnel ouzh ar gread ganadel. “Ne vez diraezet ar frammadur leun nemet da-geñver ar bazenn c’hanadel.”
A-zivout ar c’heñverioù etre troziadezh ha neuroz, e veneger alies frazenn Freud : “An neuroz zo ginluc’henn an droziadezh”. Ned eo ket an droziadezh evelkent un erzerc’had krai, anarvoustret, eus ar revelezh vugel. Moarvat ez eo merk an troziadezhioù an diouer a wikefre arvoustrañ. Hogen Freud en deus diskouezet e vez o c’hoari modoù-difenn all. En e labourioù diwezhañ war ar fetichegezh, e tiskouez pegen kemplezh ez int : gourzhod an draelezh, disfaout ar me, h.a., gwikefreoù nad int ket pell diouzh re ar psikoz.