Dictionnaire de psychanalyse
Phallique : femme, mère —. ◊ phallische Frau, Mutter. ◊ phallic woman, mother. ◊ maouez, mamm gastrek.
Maouez dezhi, ent eriunellel, ur c’hastr. Div furm a c’hell gwiskañ hervez ma’z eo derc’hennet gant ur c’hastr diavaez pe un doareenn gastrel, pe gant ur c’hastr gourev azdalc’het en he diabarzh.
E-keñver ar c’hlinik, Freud en deus diskouezet penaos ar fetichour, goude gourzhodiñ bezañs kastr ar vamm, a gav en e fetich un erlec’hiad outañ.
A-du-rall, bredelfennerion ’zo da heul F. Boehm o deus lakaet a-wel, en elfennerezh an heñvelreviaded pergen, an eriunell enkreseiat o terc’hennañ ar vamm azdalc’het ganti en he diabarzh ar c’hastr degemeret e-ser kediañ.
Dav eo merkañ e talvez maouez kastrek kement ha “maouez a zo dezhi ur c’hastr” ha n’eo ket “derc’henn ar vaouez pe ar plac’hig hevelebet ouzh ar c’hastr”.