br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Phallus.Phallus.phallus.kastr g.

En Henved hellazat ha latin e oa ar φαλλὸς, ar phallus, derc’henn an organ gourev. Er bredelfennerezh, ez arverer an termen da bouezekaat ar roll c’hoariet gant ar c’halc’h en argeladurezh en- hag etregouzrec’hel, an termen kalc’h (Gl. pénis, Al. Penis, Sz. penis) o vezañ arveret er c’hemeradurioù bevedel.

Ar frammadur kastrel, o verkañ ur bazenn eus emdroadur al libido en div rev, zo dezhañ ul lec’h-kreiz dre ma’z eo keñverek da gemplezh ar spazhadur en he barr ha dre ma’z eo ur stern ma vez savlec’hiet ha diskoulmet kemplezh Edip. Er bazenn-mañ emañ ar gouzrec’h en entremarenn : kaout ar c’hastr, bezañ spazhet. Evel a weler, n’emañ ket ar gevenebiezh etre div elfenn gorfadurezh evel ar c’halc’h hag ar gouin, hogen etre bezañs hag ezvezañs un elfenn hepken. Zoken mard eus modelezhioù disheñvel da gemplezh ar spazhadur gant ar paotr ha gant ar plac’h, e chom en eil degouezh hag en egile kreizet war ar c’hastr, meizet evel distagadus diouzh ar c’horf. En e bennad Über Triebumsetzungen, insbesondere der Analerotik (1917), e tiskouez Freud an “ataladoù argelel” etre termenoù kevamsavadus ma kemer perzh an organ gourev (kalc’h = kaoc’h = bugel = prof, h.a.), termenoù distagadus diouzh ar gouzrec’h hag e tro da amredek eus ur person d’egile.

Bez’ ez eus tu bepred d’ober e Br. gant peniz ha falluz. Gwell hon eus kavet derc’hel d’an daouad kalc’h ha kastr. Hep harpañ war un hengoun ken illur ha ma ra falluz, en deus kastr un arver argelel, evel ma tiskouez troiennoù evel “un den kastret-mat”, h.a. Ur splet zo gant arver kastr e deveradur an adanvioù : diforc’h a reer ar bazenn gastrel (e steudad ar pazennoù genaouel, fraezhel, ganadel — meizet enta diouzh an erdal) hag ar vamm gastrek (dezhi ur c’hastr — meizet enta diouzh an ental), tra ma ne c’haller ober nemet gant fallek en daou zegouezh. Un damsplet all zo gant orin latin ar Br. kastr, eleze castro “spazhañ”, o reiñ tro da gennotañ forc’hellegezh vredelfennadel ar c’heal e-unan : da-geñver ar bazenn gastrel emañ kemplezh ar spazhañ en he barr.