Dictionnaire de psychanalyse
Position dépressive. ◊ depressive Einstellung. ◊ depressive position. ◊ savlec’h gouvidel.
Hervez Melanie Klein, modelezh an darempredoù ouzh ergerc’henn o tont war-lerc’h ar savlec’h paranoidel ; deraouiñ a ra e-tro ar pevare miz ha distrec’het eo e-doug ar c’hentañ bloavezh ; adkavet e vez a-wechoù e-kerz ar bugelvezh hag ivez en oadourvezh, da-geñver ar c’hañv hag an diwaskadennoù.
Da zezverkoù dezhañ emañ an doareoù-mañ : gouest eo hiviziken ar bugel da gantvout e vamm evel ergerc’henn hollel ; war steuziañ ez a an disrann etre ergerc’hennoù “mat” ha “fall” ; tennañ a ra al luzadoù libidinel ha galen da vukañ ouzh an un ergerc’henn, o tevoudañ an amluskegezh er ster leun ; war un dro e tigresk ar forc’had etre an ergerc’henn eriunellel hag an ergerc’henn drael ; an enkrez, adanvet gouvidel, zo a-geñver gant an dañjer eriunellek da zistrujañ ha da goll ar vamm dre berzh ar sadegezh an-unan ; ouzh seurt enkrez e vez stourmet dre vodoù difenn diseurt (difennoù maniakel pe difennoù kevazasoc’h : dasparzhañ ha heudiñ an argadusted, azvataat an ergerc’henn) ; distrec’het eo ar savlec’h gouvidel pa vez gougantet an ergerc’henn garantez en un doare stabil ha diogelroezus.