Dictionnaire de psychanalyse
Préconscient. ◊ das Vorbewusste, vorbewusst. ◊ preconscious. ◊ ragemouez.
A) Termen arveret gant Freud e stern al lunegor kentañ : evel pennanv ez arouez ur reizhiad vred diforc’h-mat diouzh ar reizhiad diemouez ; evel adanv, e toare gwezhiadennoù hag endalc’hedoù ar reizhiad ragemouez end-eeun. Ar re-mañ ne vezont ket bezant e-barzh maezienn weredel an emouezañ, a zo enta anemouez (pe “diemouez” er ster deskrivadurel), ha diforc’h diouzh endalc’hedoù ar reizhiad diemouez dre berzh ma chomont heziraez d’an emouezañ, en amen anezhañ (eñvorioù hag anaoudegezhioù angweredel da skouer).
E-keñver trabredoniezh, ar reizhiad ragemouez zo dindan ren an argerzh eilvedel. Dispartiet eo diouzh ar reizhiad diemouez dre ar garez na lez ket an endalc’hedoù nag an argerzhioù diemouez da dremen e-barzh ar ragemouez hep ma vent treuzfurmet.
B) E stern an eil lunegor, e ra Freud gant ragemouez evel adanv evit doareañ kement a chom er-maez eus an emouezañ gweredel hep bezañ diemouez ent strizh. E-keñver reizhiadelezh, ez adanv endalc’hedoù hag argerzhioù lodek er me evit an darnvuiañ hag ivez en dreistme.
Un diforc’h-diazez zo bet lakaet gant Freud etre ragemouez ha diemouez. Ent lunegorel, emañ kloued ar garez etrezo ; etre ragemouez hag emouez, Freud a arlaka bezañs un “eil karez” a zo he roll diuz, silañ muioc’h eget distummañ ; aesaat a ra embreg an evezh. Ent armerzhel, gremm ar reizhiad ragemouez zo ur gremm ereet — o plegañ d’an argerzh eilvedel. Un diforc’h a bouez eo emañ liammet an derc’hañ ragemouez ouzh al lavar-geriañ, ouzh an “derc’hadoù ger”, tra ma’z eo liammet an derc’hañ diemouez ouzh an “derc’hadoù tra” (sl. REPRÉSENTATION DE CHOSE — REPRÉSENTATION DE MOT). Ent reizhiadel, ez eo nes ragemouez ha me ; ar wech kentañ ma tegasas Freud keal ar ragemouez, e reas anezhañ “hon me kefridiel”. En eil lunegor, e sell ouzh ar reizhiad ragemouez evel ul lod eus ar me ; erfin, pa zigejas an dreistme ez anavezas dezhañ arvezioù ragemouez ivez.
Da-geñver ar gur e vez gwiriet ent dialuskel an diforc’h lunegorel etre diemouez ha ragemouez hag etre karez hag “eil karez”, evel ma verk Daniel Lagache : mar sav ardavioù e-keñver anzav endalc’hedoù ar ragemouez, harzderioù eo a vez o skoilhañ ouzh anaout an diemouez, harzderioù diemouez o-unan. Dav eo merkañ o devez an ardavioù harp alies war an harzderioù.