br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Prégénital.prägenital.pregenital.rakganadel.

Adanv arveret da zoareañ al luzadoù, ar frammadurioù, ar glenadoù a-geñver gant prantad an diorreadur bredrevel ma n’eo ket diazezet c’hoazh hol an tachad ganadel.

Boaziet kenan eo an adanv rakganadel. Lakaet e vez da zoareañ, n’eo ket hepken luzadoù pe frammadurioù libidinel, hogen ivez glenadoù, argizadoù ouzh modoù kentrat an arc’hwelerezh bredrevel. Anv a reer a neurozioù rakganadel pa sour seurt glenadoù. Komz a reer zoken eus ur rizhenn rakganadel a bersonelezh.