Dictionnaire de psychanalyse
Préœdipien. ◊ präödipal. ◊ preœdipal. ◊ ragedipel.
Adanv o toareañ ar pranted eus an diorreadur bredrevel e diagent desezadur kemplezh Edip ; er prantad-se, en div rev, ez eo trec’h ar stagadur ouzh ar vamm.
Ret eo termenañ an termenoù ragedipel ha rakganadel a vesker alies. Ragedipel a zave d’ar saviad etrepersonel (ezvezañs an tric’horn edipel) ; rakganadel a sell ouzh ar rizh oberiezh revel. Moarvat, diorreadur an Edip a zisoc’h gant ar frammadur ganadel. Hogen bez’ e c’hell bezañ un oberiezh c’hanadel diles hep ma ve kefleuniet an Edip, evel ma c’hell ar c’henniñv edipel bezañ c’hoariet e gwereoù revel rakganadel.
Aozerion ’zo a arzael bezañs ur prantad ragedipel. Ar gudenn eo gouzout hag ez eus un darempred daouek mamm-bugel hep emell eus an tad. Ruth Mack Brunswick a soñj ez eo bezant an tad e maezienn vred ar bugel er prantad ragedipel, hogen hep bezañ kantvezet evel ur c’hevezer. Hervez Melanie Klein ivez ez eo bezant an tad en darempredoù kezivikañ etre bugel ha mamm, dre eriunell kalc’h an tad azdalc’het e-barzh korf ar vamm, hogen ned eo ket evel ensav berzer, hag eus ar prantad-se e ra “pazenn gentrat an Edip”.