br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Principe d’inertie (neuronique).Prinzip der Neuronenträgheit, Trägheitsprinzip.principle of neuronic inertia.pennaenn anniñv an neuron.

Pennaenn arc’hwelerezh ar reizhiad neuron kentreet gant Freud en e Entwurf einer Psychologie (1895) : tennañ a ra an neuron da skarzhañ en o fezh ar c’hementadoù gremm a zegemeront. Ret eo merkañ e paouezo Freud a ober gant an droienn-se da c’houde. Gant keal anniñv an neuron emañ an divrazadur kentañ, e termenoù fizik, eus meizadur armerzhel ar benvegad bred : ar gremm oc’h amredek a-hed an neuron en arlakadenn gentañ a amredo a-hed ar chadennadoù derc’hadoù en eil arlakadenn.

Er fizik e vez dezrevellet pennaenn an anniñv evel-henn : ur poent dieub diouzh pep ere treloc’hel ha diouzh pep gwered a vir dibenndermen an un tizh hag an un roud. Evit Freud, patrom pennaenn an anniñv e tachenn ar beved eo an damoug : ar c’hementad broud degemeret gant an neuron-santout a ve diskarget en e bezh e dibenn an neuron-loc’hañ.

Damheñvelderioù n’eus ken etre pennaenn an anniñv er fizik ha pennaenn an anniñv hervez Freud :

er fizik ez eo an anniñv ur perzh eus ar c’horfoù war loc’h ; e meizadur Freud ez eo un tued oberiat eus ar reizhiad ma vez ar c’hementadoù broud o loc’hañ ;

er fizik ez eo pennaenn an anniñv ur savelenn hollveziadel, eleze gwiriek evit kement korf zo en alvez ; bevennet eo amgant ar bennaenn freudek gant ur savelenn all — pennaenn an arstal (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) — ma venn Freud displegañ drezi perak, e degouezhioù ’zo, e vez miret ouzh ar c’hementadoù broud a amredek : dilezel a ra ar savelegezh evit an davedegezh a-benn diskouez penaos a-benn ar fin, pennaenn an anniñv, da zont a-benn eus he zaol, a denn korvo eus daspugnadur ar gremm ;

an hevelep tremen eus ar savelegezh d’an davedegezh a c’hoarvez ivez pa fell da Freud dezren eus pennaenn diskarg ar broud un tued da hepkoriñ pep andon vroud.

E berr, evit derc’hel un derez bennak a wirheñvelded vevoniezhel, e rank Freud degas distresadurioù bras e pennaenn an anniñv. Anat eo ne oufe ket ur bevedeg o vont en-dro hervez ar bennaenn-se bevañ, ha da gentañ bezañ, pa ampleg keal ar bevedeg end-eeun ma ve dalc’het ul live gremm stabil diforc’h diouzh ar c’helc’hiadur.

An dislavaroù a gaver e keal freudek anniñv an neuron a zeu diouzh an treuzplakadur a rae er beved eus savelennoù an alvez ; ne dleont ket avat lakaat da ziwelout an nadadenn a zo e derou arlakadurezh Freud. An hevelep nadadenn en degasas da zizoleiñ an diemouez. O tezrevellañ amred frank ar gremm en neuron ne rae nemet deveizañ e stadadennoù klinikel : amred frank an eul, dezverk an argerzh kentael.