Dictionnaire de psychanalyse
Principe de nirvâna. ◊ Nirwanaprinzip. ◊ Nirvana principle. ◊ pennaenn an nirvana.
Termen kinniget gant ar vredelfennourez saoz Barbara Low hag adkemeret gant Freud e Jenseits des Lustprinzips (1920) evit aroueziñ tued ar benvegad bred da vannelaat pe ac’hoel da goazhañ d’ar muiañ ennañ pep kementad broud a orin diavaez pe diabarzh (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE).
An termen nirvana a gennot daou geal freudek all : ez eo an Nirvana hindouat — pe hini Schopenhauer — kevatal da luzad ar marv ; ez eus ul liamm don etre ar bliz hag an netraidigezh.