br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Principe de plaisir.Lustprinzip.pleasure principle.pennaenn ar bliz.

Unan eus an div bennaenn o ren, hervez Freud, war arc’hwelerezh ar bred : holl oberiezh ar bred a ve dezhi da bal hepkoriñ an divliz ha kaout bliz. E kement m’emañ an displijadur a-zalc’h ouzh kresk ar c’hementadoù broud hag ar blijadur ouzh an digresk anezho, ez eo pennaenn ar bliz ur bennaenn armerzhel. Merkomp e rae Freud da gentañ gant an termen “pennaenn an divliz” : al lusked e ve an divliz beziat ha n’eo ket ar bliz erveziat.

Diaesterioù a sav gant dedalvezadur pennaenn ar bliz.

Da gentañ, penaos termenañ bliz ha divliz ? Santidik eo ar reizhiad merzout-emouezañ ouzh doareadoù liesseurt o tont eus ar bed diavaez ; eus an diabarzh avat ne zeglev nemet argemmoù tennder hervez ur skeulenn doareadel, hini ar bliz-divliz. En derou, e vennas Freud displegañ ar bliz dre un digresk tennder hag an divliz dre ur c’hresk tennder. Buan avat e rankas anzav ez eus tennderioù blizus. Ken ma imbroudas ur c’houlakadenn all : a-geñver e ve santadur an tennder gant braster dizave an annodad, tra ma ve an dereziadur bliz-divliz a-geñver gant an argemmañ dre unanenn amzer eus ar c’hementad annodadur.

D’an eil, ha komz a c’haller da skouer eus “bliz diemouez”, stag ouzh un azon divlizus ? Diaes e ober mar chomer e par deskrivadur ar buhezadoù. Hogen mar degemerer ar patrom kinniget gant Freud oc’h arlakaat e ren an hevelep savelennoù armerzhel e pep lec’h er benvegad bred, e c’haller degemerout war un dro e vez dedaolet bliz ha divliz gant an argemmadoù gremm ken en emouez ken en diemouez, — o lakaat evel just ez eo bet diskoulmet kudenn an diazalc’h etre tennder (gremm) ha bliz.

Koublet eo pennaenn ar bliz gant pennaenn an dra. En ul lankad kentañ e klaskfe al luzadoù bezañ diskarget, gwalc’het dre an hentoù berrañ. O kavout harz gant an draelezh avat e teskfent kemer hentoù distro hag ampellañ o diskarg keit ma’z eo ret da dizhout gwalc’hañ. Hogen estreget gwalc’hañ ezhommoù beved a ro bliz ; en hunvre da skouer, ez eo stag ar bliz ouzh leuniadur antraek ar c’hoant. En diarsell-mañ ez eo gourzhenebek rik an div bennaenn, leuniadur ur c’hoant diemouez (Wunscherfüllung) o kaout amplegadoù hag oc’h arc’hwelañ hervez savelennoù disheñvel-bras diouzh re gwalc’hadur (Befriedigung) an ezhommoù beved.