br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Principe de réalité.Realitätsprinzip.principle of reality.pennaenn an dra.

Unan eus an div bennaenn o ren, hervez Freud, war arc’hwelerezh ar bred. Koublet eo gant pennaenn ar bliz, ha dont a ra d’he reoliata : ar c’hlask d’ar gwalc’hadur ned a ket ken dre an hentoù berrañ, hogen dre an hentoù distro, ampellet ma’z eo an disoc’h en askont eus an doareoù diavaez.

Diouzh ar savboent armerzhel, e klot pennaenn an dra gant treuzfurmadur ar gremm diere e gremm ereet ; diouzh ar savboent lunegorel, ez eo e amgant ar reizhiad ragemouez-emouez ; diouzh ar savboent dialuskel, e ve dedalvezet pennaenn an dra dre ur rizh gremm luzadel a ve a-ziforc’h en arempred ar me (sl. PULSIONS DU MOI).

Setu ar patrom brasluniet gant Freud e stern ar pezh en deus e-unan anvet “bredoniezh dedarzhel” evit deskrivañ emdroadur al luzadoù. Da gentañ e klaskfe ar vagadell, dre an trezerc’hañ, an tu da ziskargañ war-eeun tennder al luzadoù. Hogen, o vezañ ma c’hwit bep taol war ar gwalc’hadur gortozet, e tilez ar c’hlask gwalc’hañ trezerc’hadek. En e lec’h, e rank ar benvegad bred en em grennañ da zerc’hañ stad ar bed diavaez ha da glask daskemmañ an traoù o-unan. Dre se ez eus degaset ur bennaenn nevez en oberiezh vred : n’eo ket ken pezh a zo blizus a vez derc’het, hogen pezh a zo traek zoken mar bez divlizus. War un dro gant levezon pennaenn an dra e c’hoarvez emazasadurioù er benvegad bred : diorren a ra an arc’hwelioù emouez, evel an evezh, ar barnerezh, an eñvor ; ouzh an diskarg loc’hadel ez eus erlec’hiet un ober o tennañ da dreuzfurmiñ azas an draelezh ; diwanañ a ra an dezevout, termenet evel “oberiezh-arnodiñ” ma vez dilec’hiet kementadoù bihan gremm-annodiñ, pezh a ampleg un treuzfurmadur eus ar gremm diere, oc’h amredek eus un derc’had d’egile, e gremm ereet. Pennaenn an dra ne freuz ket pennaenn ar bliz. Diouzh un tu e kav an ezhommoù bennozh dezhi gwalc’hadur en draelezh, diouzh an tu all e kendalc’h pennaenn ar bliz da ren war ur vaeziennad oberiezhoù, domani an eriunellañ, oc’h arc’hwelañ hervez savelennoù an argerzh kentael, eleze an diemouez.

Ret eo merkañ ez eo disheñvel e-keñver ar braslun-mañ emdroadur al luzadoù revel hag al luzadoù-emgemmirout. Degaset eo ar re-mañ da gemplegañ razh da bennaenn an dra, tra ma ve “deskoniet” ar re-se gant dale ha bepred diglok. Da heul, e chomfe al luzadoù revel domani brient pennaenn ar bliz, tra ma’z afe al luzadoù-emgemmirout da·greñvlec’h pennaenn an dra.

Diaesterioù zo koulskoude da zegemerout ar meizadur-se.

Ne hañval ket an daou seurt luzadoù emdreiñ hervez an hevelep braslun. Diwar an derou emañ durc’haet al luzadoù-emgemmirout etrezek an ergerc’henn drael bozius. En eneb, ez anad ken strizh an ere etre revelezh hag eriunellañ ma ranker anzav n’eo ket gwall soliet keal an “deskoniadur pazennek war an draelezh”.

Alies eo bet lakaet ar goulenn : mar gell ar bugel kaout e walc’h pa gar dre an trezerc’hañ, na perak e teufe da glask un ergerc’henn drael ? Gant dizoloadennoù all ez eo bet nesaet ar gudenn-mañ d’he diskoulm. Diskouezet en deus Freud penaos e tiwan al luzad revel diouzh al luzad-emgemmirout diwar-bouez ar gouskorañ hag an disrannañ. E berr, ganet e vez al luzad revel en arlez an arc’hwel-emgemmirout, hemañ poentet davit un ergerc’henn drael bastus (ar vronn, ar boued). Dont a ra da vezañ emren e-ser ul lusk en disrann diouzh an arc’hwel hag an ergerc’henn-se (sl. ÉTAYAGE) ; arreata a ra neuze ar bliz war vod an enerotegezh, oc’h ergerc’hañ ur rumm derc’hadoù a ya d’ober an eriunell. Strizh eo enta adalek an derou an ere etre emgemmirout ha traelezh ; en eneb, an ampoent ma eskor ar revelezh zo ivez an hini ma tiwan an eriunellañ ha ma teraou ar c’hoantleuniadur dre an trezerc’hañ.

En e lunegor diwezhañ, e termen Freud ar me evel un diforc’hekadur diwar ar se a-stok ouzh an draelezh, oc’h ober anezhañ un ensav kefridiet da zedalvezout pennaenn an dra. Gant ar me en em gav ensoc’het an dezevout etre al luzad hag ar gwalc’hañ. Dre an dezevout e vez arveret er bremañ frouezh an arnodoù tremenet ha prientet an arnodoù da zont. E-se, ar me eo a respontfe da ziarc’h al luzad, ouzh e gas betek gwalc’hadur, e ampellañ, pe c’hoazh e c’houdav evel dañjerus. Arzaeladus eo koulskoude ar patrom eeun-mañ, ha pa ve hepken pa’z eo bet nevezet keal an draelezh gant dizoloadenn kemplezh Edip ha stadadenn an amparadur pazennek eus ergerc’henn al libido. Ne oufed diren “diraez an draelezh” d’ur galloud-diforc’hañ etre trael hag antrael na da amprouidigezh an eriunelloù hag ar c’hoantoù diemouez a-stok ouzh ur bed diavaez o terc’hel e dibenn dezrann ar bred en e lezenn.