Dictionnaire de psychanalyse
Processus primaire, processus secondaire. ◊ Primärvorgang, Sekundärvorgang. ◊ primary process, secondary process. ◊ argerzh kentael, argerzh eilvedel.
An daou vod arc’hwelerezh eus ar benvegad bred evel ma’z int bet deskrivet gant Freud. Kemm a lakaer etrezo diouzh ar savboentoù :
— lunegorel, dre verkañ ez eo an argerzh kentael un doare eus ar reizhiad diemouez, an argerzh eilvedel un doare eus ar reizhiad ragemouez-emouez ;
— armerzhel-dialuskel, dre lakaat a-wel mod amredek ar gremm bred gant an eil hag egile : e par an argerzh kentael, e tiver frank ar gremm bred, o vont dishual eus un derc’had d’unan all hervez gwikefreoù an treuzlec’hiañ hag an dazbec’hiañ, o tennañ da adkevannodiñ klok an derc’hadoù stag ouzh ar buhezadoù boziañ amparus d’ar c’hoant (trezerc’hañ kezivik) ; e par an argerzh eilvedel ez eo da gentañ ereet ar gremm, a-raok diverañ dindan reolerezh, — kevannodet e vez stabiloc’h an derc’hadoù, ampellet ar gwalc’hadur, o reiñ tro da arnodiñ hentoù diseurt.
Daveiñ a ra ar gevenebiezh etre argerzh kentael hag argerzh eilvedel d’ar gevenebiezh etre pennaenn ar bliz ha pennaenn an dra.
Ken abred ha 1895 e tezrevellas Freud an diforc’h etre an daou argerzh. O studiañ an hunvreoù ha furmadur an azonoù e tizoloas ur mod arc’hwelerezh bred dezhañ e wikefreoù, e savelennoù disheñvel-bras diouzh argerzhioù an dezevout deskrivet gant ar vredoniezh kozh. Houmañ ne wele ster ebet en hunvreoù, e prepozioù an diskianted ; Freud a ziskouez er c’hontrol ar ster o deus dre an eul a zo enno, an eul-se o treuzlec’hiañ, o tazbec’hiañ, h.a., frank ha dishual. Patrom an hunvre ivez a roas tro da Freud da arlakaat e tenn an argerzh diemouez da savelañ, dre an hentoù berrañ, un hevelepted-verzout, eleze da azdedaoliñ dre an trezerc’hañ an derc’hadoù gwisket dezho un talvoud brientek gant ar buhezad boziañ kezivik.
E keveneb, e teskriv Freud evel argerzhioù eilvedel an arc’hwelioù arouezet gant ar vredoniezh klasel evel dezevout amhun, evezh, barnerezh, poellata, ober reolet. En argerzh eilvedel ez eo an hevelepted-dezevout a vez klasket.