br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Après-coup.Nachträglichkeit, nachträglich.deffered action, deffered.dianwerc’h, a-zianwerc’h, dian-.

Keal arveret alies gant Freud a-geñver gant e veizadur eus amzerelezh hag arbennelezh ar bred : buhezadoù, louc’hadoù, kounlerc’hioù en em gav azveret a-c’houdevezh, dianazveret, e-ser buhezadoù nevez ur wech diraezet un derez all eus an diorreadur bredvevedel. Gwiskañ a reont neuze war un dro gant ur ster nevez ur gwerc’h nevez — un dianwerc’h ; mard oant manet e-maez intent, ma ne oant ket bet gwerc’heget, el lankad kentañ, e vezont intentet a-c’houdevezh — dianwerc’heget.

Div evezhiadenn da gentañ :

Gant keal an dianwerc’h eo lakaet er-maez ar meizadur diwar-c’horre eus ar bredelfennerezh o tiren istor ar gouzrec’h d’ur savelegezh linennek, o sellout ouzh buhez mab-den evel tonket diwar he deizioù kentañ, ma n’eo ket ken abred hag an enkrozhvezh. Adalek an derou e verk Freud e vez an darvoudoù tremenet azveret gant ar gouzrec’h hag ez eo an dianazveradur-se a ro dezho ster, gwerc’h ha, hervez an dro, kleñvedusted.

Keal an dianwerc’h a c’hallfe degas da soñjal e vez bepred o c’hoari er bred ur c’hilwered, ur c’hildouell, o treuzfurmiñ buhezadur an tremened. Jung, da skouer, a gomz eus kileriunelloù (Zurückphantasieren), an oadour oc’h addesteriañ e dremened diwar-bouez eriunelloù a zo eztaoladoù argelek eus e gudennoù beziat. En un diarsell disheñvel emañ meizadur hanvoudelour an amzerelezh : bez’ e ve an emouezañ oc’h amparañ e dremened dre azverañ ar ster anezhañ a-gevreizh gant e erged.

Resisoc’h a-galz eo avat meizadur Freud :

1) N’eo ket ar buhezadur dre-vras a vez dianazveret, hogen pezh a voe dic’hallus kevanekaat d’an ampoent ma voe buhezet, ha pimpatrom ar seurt buhezad eo an darvoud daraezek.

2) Enlusket e vez an dianazverañ gant darvoudoù ha plegennoù pe gant an azvedigezh organel o reiñ d’ar gouzrec’h an tu da ziraez ur rizhenn euladoù nevez ha da addanzen e vuhezadoù kent.

3) An dislankoù amzerel a vez e revelezh mab-den eo, kent pep tra, a ro tro d’an dianazverañ : c’hoarvezadur diwezhat ar gaezouregezh a ra ne c’hell ket ar vugale kompren war an taol ar buhezadoù o tennañ d’ar revelezh : o c’hompren a raint goude taol pa vint gouest da gaout santadurioù revel.

Ken abred ha 1895 en em c’houlenn Freud, pa studi an arvoustrañ darfellel, perak e toug a-ziuz an arvoustrañ war ar revelezh. Ezhomm zo eus daou zarvoud : ar c’hentañ en amzer zo ur senenn revel (filenadur gant un oadour) manet hep ster revel evit ar bugel; an eil zo dezhañ heñvelderioù, a-ziwar-c’horre alies, gant egile ; hogen, o vezañ ma’z eo c’hoarvezet ar gaezouregezh etretant, ez eo bezus ar from revel, hag ar gouzrec’h a liammo hemañ ouzh an eil darvoud pa’z eo evit gwir devoudet gant eñvor an hini kentañ. Ar me n’eo ket evit klask e zifennoù reol ouzh ar c’hantaezad revel divlizus : “Treiñ a ra e evezh ouzh ar merzadennoù pa’z eo ar re-mañ a ro tro d’an dilaosk divliz. Hogen amañ, ur c’hounlerc’h eo ha n’eo ket ur verzadenn a vez o tilaoskiñ divliz, ha se dic’hortoz, ha re ziwezhat e taol pled ar me”. Ar me neuze a ra gant an arvoustrañ, mod “difenn kleñvedel” ma wered hervez an argerzh kentael. “C’hoarvezadur diwezhat ar gaezouregezh a c’hallusa argerzhioù kentael dalif.” “Arvoustret ez eus un eñvor, na zeu da vezañ un daraez nemet a-zianwerc’h.

Ur skouer a zianwerc’h a ro Freud gant Paotr e vleizi. Hemañ ne intentas ar gediadenn revel “[…] nemet da vare an hunvre, da bevar bloaz, ha n’eo ket d’an ampoent ma arvestas outi. Da vloaz hanter, e tastumas al louc’hadoù a c’hallas kompren a-c’houdevezh, a-zianwerc’h, da vare an hunvre, bennozh d’e ziorreadur, d’e vroud revel ha d’e arglask revel”. “An hunvre a ro dianwerc’h da arvestadur ar gediadenn.”

E 1917, Freud a amzaelas hir an arselladenn en doa graet e 1914 war Baotr e vleizi, o klask reiñ lec’h da dezenn ar gileriunell difennet gant Jung. Ar gentsenenn, o vezañ disoc’h un diansaveladur e-kerz an elfennerezh, e c’hallfe a-walc’h bezañ bet savelet gant ar gouzrec’h e-unan, — nemet e talc’h da ziogeliñ e rank ar merzout bezañ pourchaset arverkoù da vihanañ, ha pa ve hepken ar gwel eus un embaradenn chas. E gwir, er mare ma’z eo dav da Freud anaout n’eus ket nemeur a draegezh d’an darvoud kentañ, d’ar gentsenenn, e tegas ur c’heal nevez, hini ar c’henteriunelloù, eleze e dibenn dezrann al luniad o reiñ sol d’an eriunelloù dre drehontiñ war un dro ar buhezadoù hiniennel hag an dec’hmegadoù.

Petra bennak e ve eus ar c’henteriunelloù, e stader ez eo dic’hallus diren keal an dianwerc’h da geal an dianerwezhiañ : an dianwerc’h, en tu all d’un diskarg dilerc’hiet, zo anezhañ un danzen, ur “c’hwel koun”, e berr : un azveradur. Er c’hontrol avat, an dianerwezhiañ eo a zegemer ur sklerijenn nevez eus arlakadenn an dianwerc’h.