Dictionnaire de psychanalyse
Projection. ◊ Projektion. ◊ projection. ◊ ervannañ.
A) An termen projection a vez arveret gant ur ster hollek en nervvevedouriezh hag er vredoniezh da aroueziñ ar wezhiadenn dilec’hiañ ha dezlec’hiañ en diavaez un devoud nervel pe vredel, an tremen o c’hoarvezout etre kreizparzh ha trobarzh, etre dangorenn hag ergorenn, h.a.
a) En nervoniezh, da verkañ ar c’henglotadur a zo etre ur parzh eus ar c’horf hag un tachad eus an empenn — ha pa intentfed an tu a greiz da dro pe a dro da greiz —, e komzer eus bannañ.
b) Er merzout, e reer ivez gant bannañ da aroueziñ an devoud dezlec’hiañ an ergorenn el lec’h m’emañ en egor ha n’eo ket er poent eus ar c’horf ma c’hoarvez ar c’hentrigañ a zo en orin ar verzadenn.
c) Er vredoniezh, e komzer a ervannañ pa gantvez ar gouzrec’h ar bed hervez e lazioù, e voazioù, e c’hoantoù. Eno emañ diazez ar prouadoù ervannañ (Rorschach, T.A.T.).
d) Ervannañ a reer ivez a heñvelekaat un den ouzh unan all, da skouer : ervannañ skeudenn an tad ouzh ar patrom. An anadenn-mañ zo un arvez eus ar pezh en deus ar bredelfennerezh anvet an treuzdoug.
e) Arveret e vez an termen ervannañ da verkañ an emheñvelekaat ouzh un den all, pe an heñvelekaat eus un den all ouzh an-unan. Aze e komzer kentoc’h a hevelebiñ.
f) Ervannañ erfin a ra ar gouzrec’h pa wisk war an amgen tuedoù, c’hoantoù, h.a. a zianavez e-unan. Ar gouennelour, da skouer, a ervann ouzh an dudad argarzhet e fazioù hag e walldechoù e-unan. English hag English a ra anv, evit ar c’hemeradur-mañ, a disowning projection “ervannañ emzibiaouañ”.
B) E ster ar bredelfennerezh, ervannañ zo ezvountañ ha dezlec’hiañ en amgen, den pe dra, perzhioù, santadoù, c’hoantoù, ergerc’hennoù zoken, a zianavezer pe a zinac’her o bezañs en-unan. Displeget eo evel un difenn a orin kezivik-tre, hag e gavout a reer o werediñ er paranoia met ivez en dezevout “reol” evel ar vrizhkredenn.
1) Freud a zizoloas an ervannañ er paranoia. Dre un difenn kentael, ez ervann ar paranoiak e zerc’hadoù dic’houzañvadus hag ar re-mañ a zistro war-du ennañ eus an diavaez e stumm rebechoù.
2) E 1915, e teskriv Freud an arur evel un ervannadur en traoù eus dañjer al luzad. “Ersaviñ a ra ar me evel pa na zeuje ket dañjer an dispakadur enkrez eus al luzadenn hogen eus ur verzadenn ha pa c’hallje neuze en em zifenn ouzh an dañjer diavaez dre an ardec’hout ez eo an hepkoriñ arurel.”
3) Freud a ra “gwarizi ervannadel”, disheñvel diouzh ar warizi “reol” ha diouzh an ambren warizi baranoiakel, eus ervannadur ar c’hoant bezañ difeal dre damall ar pried a zifealded. Ar gouzrec’h a zistro e evezh diouzh e ziemouez dezhañ evit e greizañ war ziemouez an hentez, o c’hounit kement a spiswel evit a sell an hentez ha ma koll en e geñver e-unan.
4) Meur a wech en deus Freud pouezet war reolded gwikefre an ervannañ. Frouezh an ervannañ eo evitañ an doueoù, an animegezh, ar brizhkredennoù. “An anaout amsklaer (koulz lavarout ar merzout enbredel) eus gwerederioù ar bred hag an darempredoù bezant en diemouez zo dezho da adsked danzeidigezh ur werc’helezh dreistskantennel a ranker adtreuzfurmiñ dre ar ouezoniezh e bredoniezh an diemouez.” An demoned, an tasmantoù a ve ervannadoù diwar ar c’hoantoù fall diemouez.
5) Dibaot eo da Freud ober anv a ervannañ a-zivout ar blegenn vredelfennadel. Nepred ne arouez an treuzdoug evel un ervannadur ; ne arver an termen nemet evit envel un anadenn a-geñver gant an treuzdoug : pa ardaol an elfennadour d’an elfenner komzoù ha dezevoù a zo evit gwir e re dezhañ (da skouer : “Emaoc’h o vont da soñjal an dra-mañ, hogen n’eo ket gwir”).
Tri foent all zo mat da venegiñ a-zivout meizadur freudek an ervannañ :
a) Koublet emañ an ervannañ gant ar gougantañ evit a sell dedarzh ar gevenebiezh dangorenn-ergorenn, gouzrec’h-bed diavaez : ar gouzrec’h “a zegemer en e ve an ergerc’hennoù erouez dezhañ e kement ma’z int andonioù bliz, o gougantañ a ra (hervez gerienn Ferenczi [sl. INTROJECTION]) ha, diouzh un tu all, ez ezvount dioutañ kement a ro, en e ziabarzh, tro d’an divliz (gwikefre an ervannañ)”.
b) Durc’haet strizh eo arver freudek an termen ervannañ : merkañ a ra bepred un distaol, un ezkantañ eus ar pezh a nac’her anaout e-barzh an-unan pe bezañ an-unan. Pezh a ervanner zo moarvat ar pezh ez eur, met dreist-holl ar pezh a nac’her bezañ. Kement-mañ a daol ur goulou all war ar prouadoù ervannadel : en em c’houlenn a c’haller ha ne ro ket kalvezder an ervannañ an dro da ervannañ pezh a zo fall da gentañ-holl.
c) Er vredkur, ar gouziviad a ervann e zreistme ouzh e vredkurer ha bennozh d’an ezkantañ-se a gav divec’h d’e emstourm.