br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Psychanalyse.Psychoanalyse.psycho-analysis.bredelfennerezh.

Diskiblezh diazezet gant Freud, a c’haller termenañ diouzh tri live :

A) Un hentenn imbourc’h evit lakaat war wel talvoudegezh diemouez ar c’homzoù, an oberoù, an derc’hadoù (hunvreoù, eriunelloù, ambrenoù). Embreget e vez an dieulerezh bredelfennadel war dedaolad ar strollata frank, hogen ivez war genderc’hadoù diseurt.

B) Un hentenn vredkurañ deveret eus an imbourc’h-se, dezhi da amkan dieulañ an harzder, an treuzdoug, an eriunañ.

C) Un teskad arlakadennoù bredoniezh ha bredkleñvedouriezh oc’h ober meiz war an devoudoù savelet dre an imbourc’hiñ hag ar prederiañ bredelfennadel.

Freud e-unan a roas un niver termenadurioù d’ar bredelfennerezh. Unan eus ar re fraeshañ eo an hini a gaver e-barzh an Encyclopédie e 1922 :

“Bredelfennerezh zo anv :

Un araezad da imbourc’hiñ argerzhioù bred dreist-diraez pe-dost a-hend-all ;

Un hentenn diazezet war an imbourc’herezh-se evit prederiañ direizhoù neurozel ;

Ur steudad veizadurioù bredoniezhel savelet en doare-se o kreskiñ war un dro hag oc’h amparañ tamm-ha-tamm un diskiblezh nevez eus ar ouezoniezh.”

Kendeveradoù : bredelfennañ (pe elfennañ ; Gl. psychanalyser, analyser ; Al. psychoanalysieren, analysieren ; Sz. to psychoanalyse, to analyse) “imbourc’hiñ ha prederiañ ur gouziviad dre ar bredelfennerezh” ; bredelfenner (pe elfenner ; Gl. psychanalyste, analyste ; Al. Psychoanalitiker, Analytiker ; Sz. psychoanalyst, analyst, analist) “an hini a ren bredelfennadur ur gouziviad” ; bredelfennadour (pe elfennadour ; Gl. analysé, analysant ; Al. Analysand ; Sz. analysand) “gouziviad ar bredelfennerezh” ; bredelfennadel (pe elfennadel ; Gl. psychanalytique, analytique ; Al. psychoanalytisch, analytisch ; Sz. psycho-analytic, psychoanalytic, analytic) “o tennañ d’ar bredelfennañ, d’ar bredelfennerezh”. Diouzh ret, e c’haller ober gant bredelfennadenn (pe elfennadenn) da aroueziñ un embregadenn vredelfennañ dibarek, bredelfennadur, h.a.