Dictionnaire de psychanalyse
Psychanalyse contrôlée, sous contrôle. ◊ Kontrollanalyse. ◊ control, supervisory, supervised analysis. ◊ bredelfennadenn c’hoursellet, dindan c’hoursell.
Bredelfennadenn renet gant un danvez elfenner dindan reolerezh un elfenner kevarouez. Ar bredelfenner war e stummadur a zeu reoliek da zanevellañ e labour hag ar gourseller a ra dezhañ evezhiadennoù war-benn e heñchañ hag e skoazellañ da vleniañ ar gur, ivez da emskiantañ ouzh e c’hourzhtreuzdoug. Ar mod stummañ-se a zegas an deskad da veizañ a betra e c’hoarvez ar bredelfennañ, e kemm ouzh hentoù all ar bredkurañ (goudreiñ, aliañ, sturiañ, sklaeriañ, harpañ).