br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Psychanalyse sauvage.wilde Psychoanalyse.wild analysis.bredelfennañ gouez.

Ent ledan, rizh emelloù a-berzh “elfennerion” amatour pe dichem o harpañ war gealioù amprestet diouzh ar bredelfennerezh hag alies treuz-intentet evit desteriañ azonoù, hunvreoù, komzoù, oberoù, h.a. Ent kalvezel, e lavarer ez eo gouez un desteriadenn na ra ket stad eus dibaregezh ar blegenn elfennadel nag eus he dialusk gweredel, dreist-holl pa venn an elfenner diskoachañ rag-eeun d’an elfennadour an endalc’hedoù arvoustret hep lakaat e penn-kont an harzderioù hag an treuzdoug.

Pezh a damalle Freud d’an elfennerion ouez eo nebeutoc’h o diouiziegezh eget o emvenn da gantreizhañ o galloud dre o gouiziegezh. Ferenczi a dermene an elfennerezh gouez evel ar “vac’henn da elfennañ”. Un harzder a ziskouez an elfenner gouez ouzh unveziadegezh an embregadenn : diglevout a ra komzoù ar gouziviad evit plakañ warno un desteriadur rakgraet.