br
fr

Chercher

Dictionnaire de la cuisine

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


blanchirgwennañ

Lakaat bouedoù kriz en ardizh gwered dour berv hep ken tra, sallet pe gwinegret, ha goude o freskaat hag o lezel da zizourañ, kent o dareviñ evit gwir. Seurt gwezhiadenn zo dezhi lies amkan : startaat, glanaat, ezvevennañ ar reñverad holen, lemel ar puter, kevaraezañ an dibluskadur, bihanaat ec'honad al legumaj. E degouezhioù 'zo e souber ar bouedoù en dour yen a zegaser d'ar berv : avaloù douar, tammoù kig sall, bidiadoù gwenn lakaet da ziskargañ a-gent, kig hag eskern, riz (evit ezvevennañ an ampez hag aesaat poazhidigezh ar riz dre laezh, da skouer). E degouezhioù all en o souber en dour berv war-eeun : kaol glas ha letuz dreist holl. Damheñvelsterioù : digrizañ, redisañ.