br
fr

Chercher

Dictionnaire de la cuisine

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


1. saumure. 2. saucehili g. -où

1. Aozadenn graet gant dour ha kalz a holen a dalvez da virout boued (kig).

2. Evel hilienn : sasunadur liñvel pe liñveloc'h, tomm pe yen, a dalvez da ambroug pe da geginañ ur meuz. Kefridi an hilienn zo ouzhpennañ d'ar meuz ur saour a glot ouzh e hini. Termenoù nes eo ivez soubilh (soub, soubinell, souboub), lipig. Keverlec'h eo an holl dermenoù-se evit an aozerion hag ar geginourion ha bihan eo an diforc'hioù ster etrezo. Durc'hadurioù ster a c'haller degas neoazh : a) Gant hilienn e c'houglever un aozadenn sall a-walc'h, servijet evit ambroug meuzioù kig, pesked pe legumaj poazh pe griz. Da skouer hilienn vrout, hilienn eoul ha gwinegr, h.a. b) Evit soubilh a ra dave d'un aozenn ma 'z eo soubet ar boued. Da skouer soubilh dre zienn, soubilh gwenn. c) Ha lipig erziwezh a ra dave anat d'al lipat, eleze d'un aozenn eliek ma 'z eo trec'h an druz pe ar sukret. Da skouer lipig amanenn, lipig rous, lipig chokolad, lipig saoz, h.a. (Sl. lipig, soubilh, soubinell)

  • Côtes de porc (à la) sauce piquante Ramskoazioù gant hili brout