br
fr

Chercher

Dictionnaire de la cuisine

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


potageiskell g. -où

Meuz liñvel a vez servijet tomm ar peurliesañ e-barzh asiedoù kleuz, da zerou pred evit koan dreist holl. Diforc'hañ a reer daou seurt iskelloù : a) ar re sklaer a brienter diwar bervoù ha yostennoù kig, evned porzh, pesked pe gresteneged, a-wechoù tevaet skañv gant tapioka pe vleud avaloù douar, hag ouzhpennet dezho ur gwarnisadur alies ; b) an iskelloù fetiset (dre zienn, amanenn, flour riz, tapioka, rouz gwenn, legumaj pe melen vi), en o zouez ar c'haotennoù, ar biskennadoù, ar mignoc'hoù, ar sevennoù, ar yostennoù fetiset, ar soubennoù hag an iskelloù gant tammoù benet, eleze nad int ket malet (Sl. soubenn, yostenn, berv, kaotenn, biskennad, mignoc'h, sevenn).

  • Mis à part quelques potages froids servis généralement en tasses, tous les autres potages doivent absolument être servis brûlants Lakaet er-maez un nebeut iskelloù yen a vez servijet e-barzh tasennoù, an holl iskelloù all a rank bezañ servijet bervidant
  • Le terme soupe désigne un potage à caractère régional ou familial, consistant et nourissant An termen soubenn a ra dave d'un iskell e giz ur c'horn-bro pe un tiegezh, fonnus ha magus