br
fr

Chercher

Dictionnaire de la cuisine

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


juliennejuliana b. -où

Prientad un pe lies seurt legumaj benet e bizhierigoù. Al legumaj a skejenner da gentañ war-bouez ar gontell (pe ar vandolinenn) e jelkennoù reoliek 1 da 2 mm tevder, a vernier goude evit o zroc'hañ e neudennoùigoù 3 betek 5 cm hed. Ar juliana poazhet e-giz teuz legumaj a vez arveret evel gwarnisadur, evit an iskelloù, ar yostennoù, ar soubennoù pergen (soubenn juliana). Ar juliana zo ivez un doare da venañ ar legumaj kriz, servijet da zerou pred, hag ivez kedaozennoù all : gwenn kig yar, kebell touseg, c'hwervelled, morzhed-hoc'h, teod, pebron, trufennoù, plusk suravaloù.