br
fr

Chercher

Dictionnaire de la cuisine

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


painbara g. -où

Setu ur rekipe evit danzen bara a zo aes kenan da embreger gant an holl : dour, bleud ha holen. Tra ken.

Kentañ penn emañ ret prientiñ ar goell. Evit-se, kemmeskañ mat gant ul loa goad 350 g tennet eus an tad goell, kement all a vleud (T 65) ha dour melar, betek kaout un toaz gwak, na re liñvel, na re fetis (rankout a ra kouezhañ a-dammoù eus al loa). Goleiñ gant un asied pe ur serviedenn, lakaat en ul lec'h klouar gwarezet diouzh an avelioù sil etre 20 °C hag 25 °C ha lezel ar bakteriennoù laktek hag ar govevion da labourat evidoc'h etre c'hwec'h hag eizh eurvezh, hervez an amveziadoù. Ar goell toaz, ur c'hwez trenkik dezhañ ha leun a glogorennoù, zo prest da aozañ an toaz evit ar bara.

Arsaeañ speurennoù ha deun ur girin (30 cm hirder) e gwer tanspirus (pireks) gant ur banne eoul olivez ha goude gant bleud. Kemmeskañ mat kenan gant an dorn, pe gant ul loa goad, pe gant ur benveg ar c'hentaozadoù-mañ da heul : 500 g bleud (T 65, pe all hervez), 150 g goell, 310 g dour melar, 10 g holen. Tu zo da ouzhpennañ : 100 g kraoñ, pe greun sezam, pe rezin sec'h, h.a. Aozañ a c'haller ivez bara segal pur, pe ar meskad 300 g bleud segal ha 200 g bleud gwinizh. E-lec'h ar bleud gwinizh e c'haller ober ivez gant bleud yell.

Ur wech an toaz er girin, e c'holeiñ a reer gant ur serviedenn hag e lakaer pep tra da c'hoiñ en ul lec'h klouar, betek ma savo an toaz tre betek riblennoù ar girin. Arabat d'an toaz mont dreist ha ret evezhiañ mat. Goude, lakaat da boazhañ er forn en ur gwrezverk a 270 °C e-doug 13 min hag en ur gwrezverk a 225 °C e-doug 33 min. Arabat ankouaat lakaat un dasennad dour er forn e-pad ar boazhidigezh. Divoulañ ar bara hag e lakaat war ur roell da yenaat, dindan ur serviedenn.

  • Pain acheté ≠ pain maison Bara prenañ ≠ bara du-mañ
  • Pain bis Bara brizh
  • Pain brûlé Bara suilhet
  • Pain complet Bara klok
  • Pain au son Bara brennek
  • Pain beurré Bara amanenn, bara 'manenn, bara amann
  • Pain blanc Bara gwenn
  • Pain de froment Bara gwinizh
  • Pain de seigle Bara segal
  • Pain fait de plusieurs espèces de céréales, pain bis Bara brazed
  • Pain sur levain Bara goell toaz
  • Pain de ménage Bara tiegezh
  • Pain en miche Bara choanenn
  • Pain noir Bara du
  • Pain grossier et rugueux Bara rog revr
  • Des croissants pour le petit-déjeuner Baraennoù kornek evit lein
  • Une tourte de pain Un dorzh, ur guchenn, ur vouchenn vara