Dictionnaire de la cuisine
gratin ◊ kreien s. & g. -enn
Krestenenn alaouret a zeu dindan gwered ar wrez war c'horre ur meuz goloet gant ur gwiskad keuz rasklet, paladur pe varaadur. Lavaret e vez a-wechoù kravidenn ivez, rak gwechall e veze kravet pezh a chome peg ouzh al lestr poazhañ, ar pep lipousañ. Dre astenn ster ez eo ar c'hreien un darevad pesked, kig, legumaj, pe meuzioù toazennoù hag alejadoù sukret zoken. Prientidigezh ur c'hreien a c'hoarvez a boazhañ pe astommañ er forn ar boued da greieniñ dindan ur gwiskad gwarezus a rank mirout outañ a zisec'hiñ, o tegas war un dro boukter ha saour. Seurt boued a c'hell bezañ kriz (kreien avaloù douar) pe boazh endeo.