br
fr

Chercher

Dictionnaire de la cuisine

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


glacerlindriñ bn. lindr-, lindrenniñ

a) Glebiañ ur pezh kig, un evn porzh, pilliget pe vouzanet, gant sol ar poazhadur, ouzh e lakaat en ardizh gwrez ur forn pe hini ur c'hraterez, betek kaout ur grestenenn lufrus. b) Kalvezerezh poazhañ dedalvezadus d'ar c'harotez, d'an irvin, d'an ognon bihan. Poazhañ a reer ar boued gant ur banne dour, amanenn, holen ha sukr. E dibenn ar boazhidigezh e rank an dour bezañ diaezhennet penn da benn, an amanenn hag ar sukr o wiskañ al legumaj gant ur goc'henn lufrus, lintr. c) Lindriñ a reer ivez etremeuzioù 'zo dre o foultrennañ gant sukr lindr ha dre o lakaat en ardizh gwrez c'hrizias ur forn pe ur grater war-benn karamelaat ar gorre hag e lakaat da vezañ lufrus. d) Goleiñ gorre kouignoù ha gwestell 'zo gant toaz sukr, sukr dev, siros, h.a. (Sl. lifriñ, libistrañ).