br
fr

Chercher

Dictionnaire de la cuisine

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


condimentoc'huzenn b. -où

Danvezenn vouedel arveret evit kevogañ blaz naturel ar bouedoù hag ar meuzioù keginet, e sell da vroudañ an ilboued – an oc'h ent resis –, pe evit aesaat an ezvoriñ, pe c'hoazh evit mirout kenderc'hadoù 'zo. An termen oc'huzenn zo ledan kenan e erdalva pa dalvez evit ar spisoù hag an temzoù, al louzaouennoù frondek, evit hiliennoù 'zo, frouezh 'zo hag ivez evit lies prientad. Ur sasunadur zo un danvez a ouzhpenner d'ur prientad war ar stern, tra ma 'z eo un oc'huzenn un derkenn ambroug (c'hwervelled, frouezh er gwinegr, ketchup, sezv) pe ur gedaozenn (spisoù, louzaouennoù fin, frouezh sec'h, trufennoù), pe ur gwezher mirout (eoul, holen, sukr, gwinegr) (Sl. sasunadur, spis, temz).