Dictionnaire de la cuisine
chapelure ◊ paladur g. -ioù
Minvig bara disec'het ha lakaet e poultr, danvezet er gegin evit an aozadoù baraet pe kreienet, dreist holl. Gwechall e veze graet dre balañ bara – a se an termenoù dibalañ, dibaladur ha digreunenniñ, digreunadur ivez –, eleze dre rasklañ ar c'hreun, ha goude dre e lakaat da zisec'hiñ en ur forn glouar. Ar paladur “gwenn”, graet diwar minvig bara diazez tamouezet ha disec'het hep bezañ krazet, a dalvez dreist holl da baladuriñ ar pezhioù da fritañ. Ar paladur “melen”, krazet un disterañ er forn pe prientet dre vruzunañ kreun bara pe breskennoù er morter, a zere evit ar c'hreienoù ha miret e c'hell bezañ en ur pod gwer peurgloz. An darn vrasañ eus ar paladurioù gwerzhet hiziv a vez kenderc'het ent greantel.