br
fr

Chercher

Dictionnaire de la cuisine

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


parerparañ

Kempenn ur pezh kig, un evn porzh, ur pesk pe legumaj dre lemel ar parzhioù anarveradus anezho. Ar parañ a aesa kalz ar gwezhiadennoù da heul. Da skouer, parañ al legumaj a gevaraez o benañ e bizhierigoù, e diñsoù bihan, o zurgnañ, h.a. Parañ un evn porzh – eil gwezhiadenn ar stiperezh – a brient d'an divouzellañ. Evit ar c'hig, ar parañ a c'hoarvez a dennañ an nervoù hag an druzoni reñverek, hag ivez ag e fiseliñ hag e ginklañ. Kevaraezañ a ra ivez d'e zibezhiañ : da skouer, an tournedos a erlamer er spilhenn paret dibourc'h. Erziwezh, aesoc'h eo erouezidigezh aozadoù 'zo bennozh d'ar paradur.

  • Tournedos prélevé dans le filet paré à vif Tournedos savet er spilhenn paret dibourc'h
  • Parer des œufs pochés (ébarber) Parañ vioù bolc'het (divarvañ)