Dictionnaire de la cuisine
ébouillanter ◊ skaotañ
Soubañ ur boued en dour berv e sell da startaat ar gwiadoù, da ezvevennañ ar strod a zo war ar gorre, da gevaraezañ an dibluskadur, da deneraat ar gwiennoù pe da ezvevennañ ar puter. Skaotañ a reer ivez podoù kaotigell kent o leuniañ, evit mirout outo a darzhañ en arbenn eus gwrezverk ar prientad. Skaotañ a reer ivez ar pod te (Sl. digrizañ, gwennañ, redisañ).