br
fr

Chercher

Dictionnaire de la cuisine

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


goût, saveurblaz g. -ioù

Skiantenn a dalvez da zigemmañ ar blazioù (anvet ivez saourioù), loet e par an teod. Diforc'hañ a reer peder blazenn diazez : ar sall, an trenk, ar sukret hag ar c'hwerv. E par an hevlezouriezh ne reer disparti ebet etre skiantenn ar blasaat ha hini ar c'hwesha, a ro tu da anglevout frondoù ar meuzioù. Pa reer anv eus blaz ur meuz e reer dave kement da anglevadoù ar blasaat ha da re ar c'hwesha. A du 'rall ez eo damgevatal blaz ha saour. A se ivez an troiennoù evel kavout blaz gant ar boued, ar boued-se zo e 'm blaz, diouzh va blaz, blazañ, saouriñ e voued (Sl. saour).

  • Quand on parle du goût d'un plat, on fait autant allusion aux informations transmises par le goût qu'à celles données par l'odorat Pa reer anv eus blaz ur meuz e reer dave kement da anglevadoù ar blasaat ha da re ar c'hwesha
  • Améliorer le goût d'une sauce grâce à un coulis de légumes Hevlazañ un hilienn gant ur chugon legumaj