br
fr

Chercher

Dictionnaire de la cuisine

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


tofutofou g. -ioù

Pastez soja, bonvoued Azia pellañ – Japan pergen – prientet diwar fav soja hezet, friket goude en ur yodenn a vo bervet ha tamouezet. Al liñvenn a c'hounezer – anvet laezh soja – a gaouleder war-bouez un hal pe un drenkenn. A-douez an halioù arveret boas e c'haller menegiñ an nigari eztennet eus an holen mor, hag ivez ar gloridenn vagneziom (eztennet eus an nigari), ar gloridenn galkiom, ar sulfat kalkiom, ar sulfat magneziom. A-douez an trenkennoù arveret ez eus ar gwinegr, ar sun suraval. Ar gaouleduzenn zo pouezus evit a sell blaz ha gwiadezh an tofu.