Dictionnaire de la cuisine
faisander ◊ uc'hogiñ
Dav ober un diforc'h etre diazezañ hag uc'hogiñ, an daou verb o vezañ trazeat hag antrazeat. Lezel a reer ar c'hig da ziazezañ e-doug ur prantad berr a-walc'h (un toullad devezhioù) en ul lec'h fresk ha sec'h, tra ma virer al loen (jiboez pergen) da uc'hogiñ hiroc'h amzer evit luskañ an argerzh linkrañ (hep mont re bell avat), war-benn diorren ur blaz kreñvoc'h. Seurt pleustr kegin, dizaliet gant ar vouedourion, a denn da vezañ dilezet mui-ouzh-mui.