br
fr

Chercher

Dictionnaire de la cuisine

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


œuf pochévi bolc'het

Vi poazhet hep klorenn en ul liñvenn verv, ken ma vo ar melen bolc'het er gwenn. Peurliesañ ez arverer dour gant gwinegr : lakaat daou litr dour hep holen da virviñ hag ouzhpennañ 1 dl gwinegr gwenn. Terriñ ar vioù e pep a skudell hag o riklañ goustadik en dour o rollvirviñ. O lezel da boazhañ e-pad 3 min en dour o c'houvirviñ ha n'eo ket o postal. Ar gwenn a zle bezañ kaouledet a-walc'h evit bolc'hañ ar melen evel en ur god. O lezel da zizourañ hag o feuzañ en ul lestr ennañ dour yen, ha goude o farañ dre ezvevennañ an neudennoùigoù en-dro dezho (Sl. gouvirviñ, ledvirviñ).